Bretagne Passion le forum 100% Breizh


 
AccueilFAQS'enregistrerConnexion

Partagez | 
 

 impersonel et prépositions conjuguées

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Krapadoz
Thuata de dannan
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 29
Date d'inscription : 15/05/2005

MessageSujet: impersonel et prépositions conjuguées   Sam 22 Mai - 10:20

gwezhavez e choman a sav àr lerc'h bout displeget ar verb er stumm dibersonel, lakamp :

"...a pa weler an dra-sen e ta soñj de????..."

N'en deus ket a stumm dibersonel aveit ar gerioù-sen (din da c'hoût), petra zo mat neuzen ? Deomp ? Dezhe ?

_________________
http://seoc.over-blog.com/
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité



MessageSujet: Re: impersonel et prépositions conjuguées   Sam 22 Mai - 14:20

Ya, un dra gompliket y-eo an dra-sen !
Daou dra a anavañ eit an traoù-sen :

- ba ur lodenn diàr Vro-Leon (ha marsen ba lec'hoù 'räll diàr ar vro KLT) zo araogennoù displeget "dibersonel" ivez : pa weler an dra-se e teu soñj deor...
(+ac'hanor, davedor, dindanor, diwar-bennor, ganeor, deor, egedor, ennor, hervezor, ouzor, warnor, nemedor, dreistor, heptor...).

An araogennoù-sen a vez impliet ba liourioù V. Favé ; gwraet zo pet hanv anezhe ba yezhadur Trépos ha ba kani Favereau.
Ouiañ ket men eh vez impliet ar sistem-sen : klawet 'meus lâret eh oe bev-tre 'kostez Kleder, Ploueskad... mod 'räll ne ouiañ ket.

- Mes peogwir eh oc'h ur Gwenedour, 'po ket afer a impliiñ ar sistem-sen, ba Bro-Gwened eh vez gwraet ba ur feson 'räll : ni a implia "an den" eit lâret "on" (pa ne vez ket impliet ar "passif"). Ho frazenn 'za da vout :
"pa wel(a) an den an dra-sen e ta joñj dezhoñ...".

Añze 'ma aes.
Mod'räll get ar passif : "pa vez gwelet an dra-sen e ta joñj" (hemp lakat "da" na netra).
Revenir en haut Aller en bas
Krapadoz
Thuata de dannan
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 29
Date d'inscription : 15/05/2005

MessageSujet: Re: impersonel et prépositions conjuguées   Sam 22 Mai - 15:22

Mersi dis aveit ha reskont, neoazh am eus lennet mer a wezh verboù displeget er stumm dibersonel e brezhoneg gwened
N'eo ket kenin ma c'haierig, mes soñj am eus bout gwelet lod ba levr Loeiza ar meliner.
Moervat ema aet da get a houde pe brezhoneg gwened ihuel n'eo ken. Nend ouian ket pelloc'h.

sell, mat eo implij "neb" ivez ?

"an neb a wel an dra-sen ..."

_________________
http://seoc.over-blog.com/
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité



MessageSujet: Re: impersonel et prépositions conjuguées   Sam 22 Mai - 19:54

Citation :
Mersi dis aveit ha reskont, neoazh am eus lennet mer a wezh verboù displeget er stumm dibersonel e brezhoneg gwened

'Meus ket lâret ar c'hoñtrel !
An traoù-sen zo breton Gwened lennegel newazh. Ba ur bochad parlañdoù ne vez ket impliet kalz ar stummoù "dibersonel" (ba Bro Gwened Izel 'meus ket hè klawet 'maet div pe teir gwezh ba ma buhez!).

Citation :
N'eo ket kenin ma c'haierig, mes soñj am eus bout gwelet lod ba levr Loeiza ar meliner.
Moervat ema aet da get a houde pe brezhoneg gwened ihuel n'eo ken. Nend ouian ket pelloc'h.

Bev y-eo ar stummoù-sen ba ur lodenn diàr Vro Gwened Ihuel, ya. Mes ho koulenn a oe ziàr-benn an araogennoù a yae d'o heul, ha barzh-añzen 'meus ket klawet na lennet james araogennoù èl "genor" "deor" ha traoù al-sen ba gwenedeg. Deskaoz e kannien deoc'h impliiñ "an den" pa 'pez afer da lakat un araogenn àr-lerc'h ke mod'räll ne ouiañ ket penaost e lhârehe tud Gwened Ihuel. 'Gredañ ket so moaiand lâret traoù èl "pa weler...e ta choñj deor" na "dezhe" na "deomp" : an heñi ketañ ne vez ket impliet ba Bro Gwened, hag an daou 'räll a vehe fall.

Citation :
sell, mat eo implij "neb" ivez ? "an neb a wel an dra-sen ..."

"an nemb" a vehe skrivet ba Bro Gwened. Ouiañ ket ma vez impliet a-gaoj, 'meus ket klawet traoù sort-sen 'maet ba proverboù ha traoù "skornet" mod-se. Moaiand so impliiñ, mes ar gaoj-sen a ziskoa bout "lennegel" (bar parlañdoù 'räll ivez, a gav geniñ).
Revenir en haut Aller en bas
Krapadoz
Thuata de dannan
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1747
Age : 29
Date d'inscription : 15/05/2005

MessageSujet: Re: impersonel et prépositions conjuguées   Dim 23 Mai - 11:23

Man digarez, lennet am boe re vuan

_________________
http://seoc.over-blog.com/
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: impersonel et prépositions conjuguées   

Revenir en haut Aller en bas
 
impersonel et prépositions conjuguées
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» Clicker : apprendre les positions (assis, couché, debout)
» Travailler les positions
» Positions et endroits insolites pour nos labs
» Hamilton : signification des "positions" ?
» Arrêt de ma montre dans certaines positions

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Bretagne Passion le forum 100% Breizh :: Général :: Linguistique / En Breton et Gallo-
Sauter vers: