Bretagne Passion le forum 100% Breizh

AccueilFAQS'enregistrerConnexion

Partagez | 
 
 AR BREZHONEG

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
Aller à la page : 1, 2, 3, 4  Suivant
AuteurMessage
Invité
Invité

MessageSujet: AR BREZHONEG   Ven 14 Nov - 9:07

Lusket eo Breizhiz gant un trivliad brogar, hag evit ul lod ez eo deskiñ brezhoneg treiñ an trivliad-se en un ober fetis. Kreskiñ a ra niver an dud a fell dezho deskiñ brezhoneg. Ha reizh kenan eo.

Met diouzhtu e krog ar c’hudennoù. Da betra e talvezo d’an dud-se deskiñ brezhoneg er gevredigezh c’halleger ez eo hiziv pobl Vreizh dalc’het gant ar frammoù gall ? Da c’hallout lenn an nebeudig levrioù brezhonek embannet bep bloaz ? Da c’hallout brezhonegañ ur wechig an amzer gant ur c’houer a youl vat, pe gant tud o deus evelto desket « brezhoneg al levrioù » ? Seurt brezhoneg zo un hobi, un albac’henn a-vec’h talvoudusoc’h eget ar gerioù kroaz. Ha koulskoude, un darn vat eus ar skolioù brezhoneg n’o deus ken pal nemet lakaat an hobi-se etre daouarn an dud.

Ne c’hell bezañ a vrezhoneg e-maez ur gevredigezh vrezhon, ha ne c’hell bezañ a gevredigezh vrezhon e-maez frammoù politikel brezhon. Ur skol vrezhoneg a rank bezañ ur benveg da brientiñ an dispac’h a lakay ar frammoù politikel brezhon en o flom hag a ziskaro ar frammoù politikel gall e Breizh. Ur skol vrezhoneg nad eo ket ar benveg dispac’hel-se n’eo ket ur skol, met un touellerezh. Diskouez dispriz ouzh an dud eo o lakaat da zeskiñ brezhoneg en ur guzhat outo an dibab o deus d’ober etre an daou argerzh a zo hiziv o stourm er vro : argerzh an dispac’h, an hini a ren e kevredigezh hag e frammoù an Emsav ; argerzh an diskar, an hini a ren er gevredigezh dalc’het gant ar frammoù gall.

Nac’h, evel ma ra skolioù ’zo, lec’hiañ ent politikel ar brezhoneg zo ober anezhañ un hobi, un albac’henn hiniennel, ur fetichenn, boued an dangorelouriezh, ober van d’e zibradañ evit e lazhañ suroc’h a se. Ar gelennerion vrezhoneg a nac’h ober politikerezh a asant derc’hel ar framm gall war ar vro. Ha lec’hiañ ar brezhoneg er framm gall zo tennañ digantañ kement galloudezh dispac’hel en deus.

N’eus nemet ul lec’h d’ar brezhoneg : ar framm brezhon. Lec’hiañ ar brezhoneg er framm dispac’hel brezhon zo reiñ d’e c’halloudezhioù dispac’hel an tu leun d’en em ziskouez ha d’en em seveniñ.
Revenir en haut Aller en bas
yannalan
Roi Breton
Roi Breton

Masculin
Nombre de messages : 1242
Age : 65
Lec'hiadur/Localisation : er vro Pourlet
Date d'inscription : 06/06/2008

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Ven 14 Nov - 13:43

'Giz ma lâr Youenn Drezen
"Komz atav, loen brav, hag e fardin dit krampouezh..."
pe, e galloeg :
grand disou, petit faisou....
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Ven 14 Nov - 16:55

yannalan a écrit:
'Giz ma lâr Youenn Drezen
"Komz atav, loen brav, hag e fardin dit krampouezh..."
pe, e galloeg :
grand disou, petit faisou....

An dek mil embregadenn bet lakaet dindan anv an Emsav abaoe pemont vloaz o klask mirout ar c’hoefoù kozh, ar chapelioù kozh, ar botoù koad kozh, ar yezh kozh, feiz hon tadoù kozh n’o deus ket kaset da belloc’h eget mirout Breizh er framm gall, da lavarout eo war he marskaoñ. N’o deus kaset da netra nemet da zigalonekaat an dud. Ar skouer int hepken eus ar pezh na zleer ket ober.

Sevel ar Stad Vrezhon a dremen dre an dispac’h hag an dispac’h a vez graet gant dispac’herion. Ha petra eo un dispac’her ? un den o sevel ur gevredigezh nevez a gas da get ar gevredigezh kozh, e gerioù all, a sav ur Stad politikel nevez. Un den stummet e rank bezañ an dispac’her. Eleze, e Breizh, ne zeuer da vezañ emsaver nemet dre ur stummidigezh termenet resis. Div bazenn gentañ ar stummidigezh-se zo : a) gwriziennañ en Emsav, b) ren e vuhez e brezhoneg.
Revenir en haut Aller en bas
yannalan
Roi Breton
Roi Breton

Masculin
Nombre de messages : 1242
Age : 65
Lec'hiadur/Localisation : er vro Pourlet
Date d'inscription : 06/06/2008

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Ven 14 Nov - 17:34

Hag e-men e vo kavet an den-se ?
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Ven 14 Nov - 17:59

yannalan a écrit:
Hag e-men e vo kavet an den-se ?

En Emsav.

Tud ’zo a gred e teuer da Vreizh hag e kroger da vevañ evel an dud a zo e Breizh. An dud e Breizh a vez dre vras o c’hallekaat, – bremañ eo tost echu an tremen-se. Ar galleg eo a ren er vuhez kevredigezhel, ma n’eo ket ar spered gall. Neuze gwriziennañ a ve en em veskañ gant an dud hag ober evelto.

Tud o deus kredet, ne gav ket din ez eus bremañ tud c’hoazh o krediñ se, e oa ret dont da Vreizh-Izel evit en em veuziñ er boblañs hag en em heñvelaat outi. An dud o dije graet se a vije holl deuet bremañ war ar galleg ; dilezet o dije feiz o zadoù kozh, peogwir emañ ivez ar boblañs dre vras o tilezel an Iliz e Breizh, – (ar fideled a chom a chom dre voaz dreist-holl : n’eus emsav relijiel gwirion ebet ; al luskad relijiel nemetañ eo an Oberiezh Katolik Gall a zo oc’h en em ledañ war Vreizh). Anat eo ne c’hell ket ar gwriziennañ bezañ an dra-se. Emañ ar boblañs o kouezhañ, n’eo ket kouezhañ ganti gwriziennañ. Petra e c’hell bezañ neuze gwriziennañ ?

Gwriziennañ zo klask e Breizh kement ober emsavel a zo bet araozomp. Tu zo da gavout oberoù emsavel e Breizh abaoe lakaomp 1 000 bloaz ; e pep remziad eus istor Breizh ez eus bet tud o deus kemeret damant ouzh Breizh, ouzh dazont Breizh, ouzh pobl Vreizh, ouzh tonkadur Breizh. Ar re-se, ar pezh o deus graet eo an Emsav. Ar gwrizioù a c’hellomp kaout eo hepken ar pezh o deus graet an dud-se.

Tu a zo da sevel betek Nevenoe, met e gwirionez e savomp peurliesañ betek derou an Emsav a zo o ren bremañ, da lavarout eo da 100 pe 150 vloaz ; resisoc’h c’hoazh, an Emsav emaomp o vevañ ennañ a grog gant ar strollad broadel kentañ ha dreist-holl gant labour Gwalarn. Goût a ouzoc’h, betek brezel 14 ez eus bet tud o labourat war zanvez Breizh. Bez’ ez eus bet istorourion, tud hag o deus furchet en dielloù ha savet istor ar vro.

Dernière édition par Yann-Ber TILLENON le Ven 14 Nov - 23:39, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
elouan
Roi Arthur
Roi Arthur
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1175
Age : 44
Lec'hiadur/Localisation : St Nazaire, Pays Nantais - Bretagne
Date d'inscription : 14/06/2006

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Ven 14 Nov - 18:11

n'eus bro ebet en europa hag a vefe evel e larez
breizh hag an emsav nevez a vefe ar bobl nemeti d'ober an dra se
? (un tamm evel israel)
evit tizhout ar pal er vloazh 2345 ?

(digarezit ma brezhoneg fall)
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Sam 15 Nov - 0:17

elouan a écrit:
n'eus bro ebet en europa hag a vefe evel e larez
breizh hag an emsav nevez a vefe ar bobl nemeti d'ober an dra se
? (un tamm evel israel)
evit tizhout ar pal er vloazh 2345 ?

(digarezit ma brezhoneg fall)

Keneil ker,

Ar gwir zo ganeoc'h. Va digarezit ma n'on ket sklaer a-walc'h. Displegadurioù a c'hellit gwelout war al liamm-se:http://brezhoneg.myrealboard.com/langue-politique-linguistique-f13/la-langue-bretonne-et-la-revolution-t187.htm

Mat-tre eo keñveriañ gant Israël. C'hwi zo spiswel a-walc'h. Breizh n'eo ket c'hoazh ur vro evidon. N'eo nemet an Emsav. Da'm soñj eo arabat kemmeskañ "Bretagne" ha "Breizh". Setu ar fazi meur a zo bet graet e-pad pell hag a zo, evidon, abeg c'hwitadenn an Emsav evit ar mare."Bretagne" zo ur vro, ur rannvro eus Frañs zoken, gant hec'h istor stag ouzh Frañs hag he yezh: Ar galleg. Met "Breizh" n'eo ket ur vro. An Emsav ez eo nemetken, ul luskad gant e istor hag e yezh :Ar brezhoneg arnevez bet krouet gantañ. An Emsav (Breizh) zo un egin. Rankout a ra kreskiñ c'hoazh evel ma kresk abaoe daou gantved evit eilec'hiañ ar Stad c'hall er rannvro "Bretagne". Ret eo distrujañ "Bretagne" en hor pennoù evit sevel "Breizh". Militanted ar "Bretagne" o komz ha skrivañ e galleg war'r forom-mañ, pe e lec'hioù-all zo, a-dra-sur, "Bretoned", elese Gallaoued fall en istor Frañs, met n'int ket "Brezhoned", elese Emsaverion vat en istor Breizh !...

Setu liammoù-all evit kavout displegadurioù klokoc'h:

http://www.kervreizh.eu/index.php?id=forum-kervreizh&view=single_thread&cat_uid=7&conf_uid=8&thread_uid=164

http://www.kelch-maksen-wledig.eu/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh62

http://www.kervreizh.eu/index.php?id=yann-ber_tillenon_kervreizh

http://brezhoneg.myrealboard.com/langue-politique-linguistique-f13/langue-d-etat-t190.htm

http://www.anarchistecouronne.com/forum/index.php/topic,4417.0.html

http://www.bzh.ca/Forum_access/affichereply.asp?PA=1&r=439

D’an emsaverion pe an danvez emsaverion o deus meizet petra eo embregerezh-istorekaat an Emsav ez eo ret kinnig an istor evel m’hon eus e skrivet betek bremañ, eleze anistor pobl Vreizh + ledistor an Emsav gant takadoù istorekaet ha takadoù hep ster istorek. War un dro avat e rankomp kinnig an embregerezh-istorekaat hag evel-se emañ ar pare e-kichen an droug e stumm ur gouviadenn da gas pelloc’h an erv.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 0:21

C'hwi zo ar mem Yann-Bêr Tillenon èl an heñi a zo bet gwraet hanv anezhoñ 'barzh-amañ : http://fr.wikipedia.org/wiki/Olier_Mordrel
(bar pennad "La fuite, le retour") ??
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 12:01

Quevenois a écrit:
C'hwi zo ar mem Yann-Bêr Tillenon èl an heñi a zo bet gwraet hanv anezhoñ 'barzh-amañ : http://fr.wikipedia.org/wiki/Olier_Mordrel
(bar pennad "La fuite, le retour") ??

Je réponds en français pour que tout le monde puisse comprendre.

Je réponds oui et non !... « Oui », car il n’existe, à ma connaissance, qu’un seul « Yann-Ber Tillenon » traduction de « Jean-Pierre » jusqu’à présent. « Non » car il est dit dans ce lien que je me «… place dans la continuité de l'extrême-droite bretonne… ». Or, pour moi, il n’y a pas d’extrême gauche ou d’extrême droite bretonne. Il n’existe que des partis politiques français de l’extrême gauche à l’extrême droite française en Bretagne française d’expression française.

Je pense être, de toute façon, le mieux placé pour savoir ce que je suis moi-même… Je me place dans la continuité de la tradition celtique qui est le fondement de l’Emsav, donc de « Breizh », qui n’est pas française et non pas de « Bretagne », qui est « Breizh » francisée, avec tous ses repères politiques français.

Dans la tradition ou la philosophie (druidisme) celtique, il n’existe pas « d’extrême gauche » ou d’ « extrême droite » qui s’excluent. Bien au contraire, notre tradition est fondée sur l’intégration, l’inclusion des différences, comme dans la croix druidique, transformée en croix celtique. On n’est pas l’un OU l’autre. On doit être l’un ET l’autre. Le druidisme est beaucoup plus proche de la « voie du milieu » du bouddhisme tolérant que du christianisme manichéen (bien Ou mal, Dieu Ou diable etc…) à l'origine du totalitarisme.

C’est dans cet esprit que j’ai fondé en 1983 un cercle de l’Emsav, le Cercle « Maksen Wledig » pour commémorer le débarquement des « Brezhoned » en Armorique à l’origine de « Breizh », donc de l’Emsav réactivé au 19e s face à la francisation de notre peuple pour en faire des « Bretons », donc des Français de la république après la révolution.

J’ai mis deux représentants de deux générations de l’Emsav au 20e s comme présidents d’honneur de l’association pour justifier une filiation : Olier Mordrel pour la génération d’avant-guerre et Goulven Pennaod pour la génération d’après-guerre. Ne sommes-nous pas tous les maillons différents d’une même chaîne ?...

Comme je l’ai déjà dit : « …Ces deux patriotes bretons étaient-ils de droite ou de gauche, socialistes, libéralistes? ... Ils n'étaient pas de la gauche socialiste, comme Mussolini, Hitler, ou le gouvernement de Pétain, nommé par le Front Populaire. Ils n'étaient pas d'extrême droite comme le général De Gaulle, le général Leclerc ou H.Estienne d'Orves.

Ce qui est garanti, c'est qu'on ne peut leur reprocher aucun crime, mais que des délits d'opinion, c'est bien pour cela qu'ils ont pu terminer tranquillement leurs jours en Bretagne et à Paris.

Olier Mordrel était très tolérant puisqu'il m'invitait à sa table avec ma compagne Joëlle Aubron en 1979, cette dernière pouvant difficilement porter l'étiquette extrême droite !

Quant à moi, je ne me suis jamais revendiqué d'extrême droite, j'ai fréquenté tous les milieux politiques, c'est pour cela que j'ai inventé l'étiquette "extrême centre"… »http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh49

[url]http://fr.wikipedia.org/wiki/Kelc'h_Maksen_Wledig[/url]

Dernière édition par Yann-Ber TILLENON le Dim 16 Nov - 12:32, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 12:28

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 12:40

Quevenois a écrit:
C'hwi zo ar mem Yann-Bêr Tillenon èl an heñi a zo bet gwraet hanv anezhoñ 'barzh-amañ : http://fr.wikipedia.org/wiki/Olier_Mordrel
(bar pennad "La fuite, le retour") ??

Apparemment il y a quelque chose qui ne marche pas dans l'enregistrement des messages...
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 12:41

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 18:17

Aju fall ! lol
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Dim 16 Nov - 20:33

Budoc a écrit:
Aju fall ! lol

N'eo ket "aju" e brezhoneg met "ajez". Forzh penaos e klaskan war 'r foromoù, darempredoù DAELEREZHEL evit mont war-raok ha krouiñ. N'eo ket koll va amzer gant komerajoù Gallaoued ar proviñs.

Kalz en deus pleustret an Emsav da dermenañ e istoregezh koulz hag e zaelerezh, ha moarvat er pennad-mañ ez addegasimp un niver mat a elfennoù anavezet.

Un doare disheñvel d’o anaout a ginnigomp kentoc’h, un urzh nevez d’o renkañ, a-benn lakaat a-wel keñverioù pouezus chomet amspis en dezrannadurioù kent.

Ne vo ket diezhomm reiñ da gentañ resisadurioù nevez war un termen arveret kalz en Emsav, evel e meur a lec’h er bed er mare-mañ : an daelerezh.

Diouzh ma weler, ez eur techet da reiñ dezhañ ur ster difetis, kevrinel zoken, ha da ziskouez en e geñver ur meni snobelezh, pa n’eo ket da grediñ emeur gantañ e piaou d’ur maen filozofer barrek da eilpennañ ar bed.

Un arvez fetis, pemdeziek, eus ar vuhez eo an daelerezh, ha mar doug d’un tech bennak an hini en pleustr gant aked, ez eo d’an uvelded a-raok pep tra.

An daelerezh
Pa sankomp hon troad en un heuz un tammig enk, e kasomp un daelerezh. Diskenn a ra hon souk eus ur c’hentimetr ha chom gennet ; hon seul a vountomp neuze, pezh a ro d’hon souk frankiz a-walc’h da c’hounit ur c’hentimetr nevez.

Un daelerezh a live izel, bevedel, eo, met un daelerezh evelkent. Ur frankadenn en ur poent a echu en un enkadenn, o reiñ tro avat d’ur frankadenn en ur poent all ; houmañ oc’h echuiñ d’he zro dre un enkadenn, hogen o tevoudañ ur frankadenn nevez.

Pa lavarer « Gwalarn », peurliesañ e soñjer er gelaouenn Gwalarn. Tu zo ivez da veizañ Gwalarn evel ar stroll tud a grouas oberoù etre 1925 ha 1944. Oc’h eeunaat evit ar mare, lakaomp e veze sklaer d’an dud-se en ampoent ma krouent, ar « spered » a enkorfent en o oberoù.

Ar pezh na oant ket evit gouzout avat eo a) petra eus « spered » an oberoù-se a ve anavezet da « spered » gant tud an dazont b) ha da gentañ, ha tud a ve en dazont oc’h anaout o oberoù. En degouezh-mañ e verzer splann pegen berr eo brec’h an den war an darvoudoù, – kement-se, hor boa damwelet en eil skouer, a zeu da vezañ anat er skouer-mañ.

Ar spered zo trec’h er pred berr ma krou ; er pred da heul ez eo adkouezhet endeo krouer ha krouadenn, pep hini en e du, e ren an natur ha sujet d’he savelennoù. Gwalarn evel stroll tud o krouiñ zo aet da get ; ne chom er bed nemet ur Walarn e stumm paper moulet.

Aze eo bet tro an natur da c’hoari : miret he deus Gwalarn evel paper moulet, ha ganet he deus tud nevez a zo deuet war arbenn d’ar paper moulet-se. Nag ar mare nag an doare m’int bet ganet avat, na kenkoulz ar « spered » o deus-int kavet en oberoù Gwalarn ne voe divizet gant krouerion Walarn, anat eo.

Ken ma tiverzer tri lankad : ur frankadenn, gant stroll Gwalarn o krouiñ ; un enkadenn : Gwalarn endonet e stumm paper moulet ; ur frankadenn : Gwalarn endoniad bev gant tud an trede Emsav.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 13:52

Gwelloc'h e vefe lakaat an-dra-se er forom diwar-benn ar politikerezh da'm soñj.
Revenir en haut Aller en bas
elouan
Roi Arthur
Roi Arthur
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1175
Age : 44
Lec'hiadur/Localisation : St Nazaire, Pays Nantais - Bretagne
Date d'inscription : 14/06/2006

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 14:13

Marteze ar sujedoù-ar seurt se -e brezhoneg mar plij - zo re uhel evit an atmosfer hollek ar forom mañ ?

Ret eo ivez da vezañ gouest da lenn ar mesajoù- hir tre, ha goude se , diaez c'hoaz , red eo ivez da vezañ gouest da skrivañ testennoù hir e brezhoneg evit respont !

evidon me , an dra se (skrivan e brezhoneg) zo diaez tre.
evidoc'h ivez ?
aesoc'h eo da lar "kit da sutal brulu!"
met evit ur wech , dedennus tre eo da lenn traou e brezhoneg.

ral-tre eo !
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 15:46

Ne'm eus lavaret tra a seurt gant "Kit da sutal brulu". Ne'm eus ket lâret ar pezh a soñjan diwar e benn kennebeut. Lavaret em eus ez eus ur forom all evit ar politikerezh. Hemañ, war a seblant din da vihanañ atav, zo gouestlet d'ar yezhoniezh e brezhoneg hag e galloeg. Skrivet eo en titl zoken.

Gallout a rafen astenn ar soubenn war ur bajenn pe ziv met kavout a ra din ez eo a-walc'h ur frazenn d'en displegañ.
Revenir en haut Aller en bas
mul
Breton acharné
Breton acharné
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1966
Age : 35
Lec'hiadur/Localisation : Brest
Date d'inscription : 29/05/2006

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 16:05

Citation :
evidoc'h ivez ?

gwir eo , dieas eo da lenn ha ne vez ket kaozeal e mon-se gant ar re-gozh. torr penn eo

_________________
O pegen kaer ez out, ma bro
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur http://www.breton-locmaria.fr
elouan
Roi Arthur
Roi Arthur
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1175
Age : 44
Lec'hiadur/Localisation : St Nazaire, Pays Nantais - Bretagne
Date d'inscription : 14/06/2006

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 17:07

mul, n'ez eus ket nemet "ar re goz" a kont evid ar brezhoneg memes tra !

posubl eo da lenn traou a vefe un tamm lennegel ,
evel an holl yezhou ar bed...neketa ?
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
yannalan
Roi Breton
Roi Breton

Masculin
Nombre de messages : 1242
Age : 65
Lec'hiadur/Localisation : er vro Pourlet
Date d'inscription : 06/06/2008

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 18:31

Ya,Elouan, mes hennañ a implij brezhoneg "PREDER", a zo chimik da vat ha fier da vout ouzhpenn-se.
Pa lennez ur gwir skrivagner evel Yann Gerven, Daniel An Doujet, Loeiz Herrieu, Youenn Drezen ha me ouia c'hoazh, ne skriovnt ket eveltañ, pell alese !
Ma peus mizer da gomùpren quevenois, en eme c'houul a ranpenaos e rez evit kompren hennezh !
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Invité
Invité

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 21:03

Citation :
mul, n'ez eus ket nemet "ar re goz" a kont evid ar brezhoneg memes tra !

Ho frazenn 'sinifia "Mul, il n'y a que les anciens qui comptent en ce qui concerne le breton, quand même". Ar c'hoñtrel doc'h pezh 'faote deoc'h lâret.

"N'eus nemet" ha "n'eus ket nemet" a sinifia ar mem tra, tre-ha-tre. (Ne faot ket joñjal ba mod ar galleg neuzen).

Evit lâret "il n'y a pas que" ema ret gober get "ouzhpenn ar re gozh a gont" pe "estreget ar re gozh"... ha me 'ouia-me.
Revenir en haut Aller en bas
elouan
Roi Arthur
Roi Arthur
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1175
Age : 44
Lec'hiadur/Localisation : St Nazaire, Pays Nantais - Bretagne
Date d'inscription : 14/06/2006

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 23:17

Quevenois
comment le dire alors ?
comme ça Confused
"
mul, ouzhpenn ar re gozh a gont evid ar brezhoneg memes tra !
"

ce que j'avais dit est il forcement incomprehensible par unvieux bretonnant , je ne pense pas !
je crois lavoir deja entendu !
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
yannalan
Roi Breton
Roi Breton

Masculin
Nombre de messages : 1242
Age : 65
Lec'hiadur/Localisation : er vro Pourlet
Date d'inscription : 06/06/2008

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Jeu 20 Nov - 23:42

Je suis d'accord avec Quevenois.
J'ai été effectivment étonné d'entendre le contraire une fois ou deux, mais pas avec des gens avec qui j'irais collecter, disons.
Chez certains, on peut trouver des calques du français. Vaut mieux pas suivre.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
elouan
Roi Arthur
Roi Arthur
avatar

Masculin
Nombre de messages : 1175
Age : 44
Lec'hiadur/Localisation : St Nazaire, Pays Nantais - Bretagne
Date d'inscription : 14/06/2006

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   Ven 21 Nov - 0:11

ok et bien j'ai du boulot à faire en breton car ça ne me serait jamais venu à l'idée de prononcer cette phrase !
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Contenu sponsorisé

MessageSujet: Re: AR BREZHONEG   

Revenir en haut Aller en bas
 
AR BREZHONEG
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 4Aller à la page : 1, 2, 3, 4  Suivant
 Sujets similaires
-
» Gras deoc'h a zeiz a zeiz e wellaañ ma brezhoneg
» FISKAL BAZAR ska, rock, ha reggae e brezhoneg!!!
» Troidigezh e brezhoneg
» Le forum en Breton / Ar forum e Brezhoneg
» qui parle breton?

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Bretagne Passion le forum 100% Breizh :: Général :: Linguistique / En Breton et Gallo-
Sauter vers: