Bretagne Passion le forum 100% Breizh


 
AccueilFAQS'enregistrerConnexion

Partagez | 
 

 VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Invité
Invité



MessageSujet: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 17 Juil - 12:10

1 - Yezhadur ha troiou lavar.

Commençons par les animaux:

Ar c'hi: Le chien
Ar c'hi distag: Le chien "détaché" mais aussi le "chien errant"
Hennezh a rae e gi distag: Celu-là faisait le fou......

Ar c'hi divestr: Chien errant.

Gwelet em-eus ne felle ket dezho gweled ac'hanon. Degemeret on bet ganto e-gizh ur c'hi distag: J'ai bien vu qu'ils ne voulaient pas me voir. J'ai été reçu comme un chien dans un jeu de quilles......

Da gi a zo mad da ziskleriañ: Ton chien est un bon gardien.
(Il prévient en aboyant)......

Oad ur c'hi kaer a zo dezañ: Il a un bien bel âge......

Ar re-mañ n'int ket diwar chas ar vro: Ceux-là ne sont pas du coin....(Ne sont pas nès ici).....

E gi on bet a-hed e-pad va buhez: J'ai été son souffre-douleur toute ma vie.

Kenavo ar c'hentan gwelet. Pa vo friko e vi pedet.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 17 Juil - 12:14

Digarez hag absolvenn a c'houlennan ouzoc'h tudou

Gwelet em-eus ne felle ket dezho gweled ac'hanon. Degemeret on bet ganto e-gizh ur c'hi DIVESTR: J'ai bien vu qu'ils ne voulaient pas me voir. J'ai été reçu comme un chien dans un jeu.

Oad ur c'hi kaer a zo dezHañ......

Kenavo ar c'hentañ tro. Pe ' vin maro, pe ' e vin beo, heñvel e vo......
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 24 Juil - 12:23

Continuons avec les chiens:

Ur c'hi - ar c'hi: Un chien - le chien.

N'on ket bet degemeret e-gizh ur c'hi divestr! ar c'hontroll eo! HAST A ZO BET GRAET OUZHIN: Je n'ai pas été reçu comme un chien dans un jeu de quilles. Bien au contraitre! J'ai été reçu avec empressement (On m'a fait des joies).

Ur c'hi klañv : Un chien qui a la rage.....

Trist eo evel ur c'hi o vond da gac'hat: Il est triste comme un bonnet de nuit.....
Yen ki eo hiziv. Un amzer da gach'ad tachou:
Il fait bigrement frois aujourdh'ui...Un temps à "chier" des clous....

Entendu à la pétanque:

Hennezh a daol boullou e-gizh maen e toull ur c'hi:
Celui-là tire ses boules adroitement.....

Ken divalav ha toull ur c'hi eo hennezh: Il est laid comme un pou.

E-lec'h ma staot ur c'hi e staot daou pe tri (Bien connu)

Kamm ki pa gar: Faire semblant d'avoir mal (très approximatif)..
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 24 Juil - 12:33

Sur une série de "troiou lavar" bien connue mais souvent citée incomplétement comme ceci:

Kant bro, kant gizh
Kant parrez, kant iliz,
Kant marc'hadour, kant priz,
Kant maouez, kant hiviz.....
on oublie:
NEMET UNAN A VEFE DIHIVIZ......

Cette dernière phrase équivalent à; C'est l'exception qui confirme la régle......
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 24 Juil - 12:34

Yo,
Et le fameux "kaoc'h ki!" = crotte de chien
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 24 Juil - 12:46

Je soumet à votre étude une série de "troiou-lavar boutin". Si vous voules faire des observations......



AN AMEZEIEN NEVEZ

Fañch a zo o labourad en e liorzig. Ifig, kamarad braz dezañ a zo o tremen war an hent;

Fañch : Ata’ Yfig, war ar pourmen emaout dija!

Yfig : Ya war vale emaon dija. Ha te? Me a gav din emaout gwall abred o plañta kaol en da liorz.

Fañch : Ya, o plantañ kaol emaon. Re goz on deuet da veza evid planta pour ha n’eo ket evid planta kaol ganit e lavaran kement-se! (An daou zen a ziroll gant ar c’hoarz).

Yfig : Da lavared ar wirionez dit ez on deuet beteg amañ da glask kelou.

Fañch : Da glask kelou diwar-benn tud an ti-all. Konta a ran warnout evid rei eun tamm sklerijenn din diwar o fenn.

Yfig : O! ar re-ze n’ouzon ket mad o doare!tud ne vefent ket diwar chas ar vro int m’am befe komprenet mad.

Fañch : Justamant! Abalamour da-ze eo on deuet da ober va fri-furch. Er bourh du-hont ez eus tud hag a lavar ez eus brud fall war o ano. Lod a lavar zoken ez eus amañ tud n’eus ket da zond na da vond ganto. Petra eo da zoñj dit-te diwar o fenn?

Yfig : Me? O! n’on ket den da zua brozh glann va nesañ ken aes ha tra! Ne blij ket din kennebeud all en em lezet da zrailla kaoziou a-dreuz diwar-benn ar re all.

Fañch : Koulskoude eh-eus toullet kaoz ganto gwech an amzer memez tra! Red eo din gouzoud e doare pe zoare. Karget on bet gand an ti-kêr da ober eun tammig enklask diwar o fenn kent kouvia anezo e-giz tud nevez erruet er vro. Gouzoud a ouzer n’eo ket an ozah eun den euz ar chatal boutin ha red eo deom derhel kont euz an dra-ze. An aotrou mêr a gav dezañ e vefe eun dra vad mired outo mond kuit. “Bili war ziribin ne viront ket a vezin” e-neus lavaret din evel ma vije bet ar re-ze tud euz ar re bouesusa evid ar vro.

Yfig : Ya! Gwir eo. Med ar re-ze a zo berr kenañ o zeod. N’int ket evid lakaad pig pe vran da gana war ar memez mod ha tud’zo er vro-mañ.

Fañch : Med brud fall abalamour da betra a vefe war o ano?

Yfig : An ozah e-neus laret din e oa e dad ginidig euz Breiz-Uhel. Eur zacher war an ibil-a-dreñv a oa anezañ. Ne felle ket dezañ plega da araokadennou bed ar hredennou nevez a oa e vab hag e verh kaer oh ober brao war o zro. El labouradeg e oa an tad a oa perhenn warni e tiskoueze peb seurt burzudou iskiz n’edo ket a-du an oll paour evid kredi enno. A-benn ar fin ez eas ar perhenn e belbi. Ur bero a oa deuet da ober diour dezañ kredabl.Eñ eo hag a genlode ar bara gwechall a oa deuet da veza eun den dister e-skoaz e vab. Cheu a zavas buan kenetrezo. Geriou trenk a deuas war gorre ha ar geriou c’hwero-ze a zankas en tad betek ar beo.Tan a lakeas en o labouradeg ha nebeud goude ar geriadenn en he fez a oa krog an tan enni. Red e voe dezo sacha o skasou ganto war-lerh eun darvoud ken kriz. Plantet e vije bet an tad en toull bah. Neuze, pa vez diskaret ar wezenn e vez red d’al laboused skarza an neiz abred abred. Mestr ar ouenn eo deuet ar mab nevez ‘ zo war-lerh maro e dad.

Fañch : Ya! gwir eo! ar journaliou o-doa greet ano eus an tangwall-se. An tad, war a lavarer, a felle dezañ kas brall-kamm an diaoul el labouriou e vab. Med hennez a nahas groñs senti outañ hag e savas en e eneb. Ne oa ket den da lavared “amen” da gement tra. Arabad d’ar mab treuzi war e voutou pa veze e kompagnunez e dad. Ral eo gweled tud euz ar memez famill ha ne fell dezo kahad er memez tra bern

Yfig : Anad e oa e oa gwall dreud ar peuri ganto pa’z int en em gavet amañ. Eur hamionad traou a oa ganto da lavared eo e oa gwall vihan ar peb pouezuza euz o feadra. Rivinet toud e oant. Gand an difiziañs a oa o ren warno er vro e voe diez d’an ozah kavoud labour. Ijinour war an traou chimik eo euz e vicher.E wreg ive he-deus kavet labour er skol-libr. Hounnez n’eo ket ken embreget hag he gwaz. Med, a-bouez da labourad gand he fenn heh-unan e oa deuet da veza kelennerez.

Fañch : Ya kelennerez eo! Hag eur gelennerez vad eo. Va merh bihan a zo skoliadez ganti he -deus lavaret e oar hounnez lakaad ar merhed bihan da zeski o henteliou beteg ar bomm diweza. Med diwar an tres a zo warni bremañ eo êz gwelet eo ahubet. A-benn nebeud e kresko an dud en ti-all. Ral a wech eo koulskoude gweled anezo o vond mesk ha mesk gand ar re all en ebatou boutin. Vad a rafe dezo koulskoude. Ar re baour o-deus ezomm ruilha ar voull eur wech an amzer.

Yfig: War wellaad ez a an traou ganto neuze! Gwell a-ze! Eur vuhez a labour hag a drubuillou a oa bet ganto beteg-hen. Marteze e kavjont amañ eur frealz euz ar glac’hariou boutin a zo bet o lod kent kavoud ar peoc’h amañ. Gwir eo o-deus kejet gand an trenk hag ar c’hwero ha domaj eo ivez ez eus tud hag a varn ar re diwar an tres a zo warno. Diez kena e vo d’an dud chench menoz. Gand an amzer e teuio, marteze an traou war an tu gin. Ur e vo e kejont gand tud a ziskouezo mad dezo n’ emaint
ket a-du gand o doareou. Red e vo ive d’an ijinour komprenn emañ bremañ o chom war ar maez ha n’eo ket an dud evid gouzañv pell selaou prezegennou aotrouien. E-mod-se emañ ar bed. Ni a zo bet desket a-vihannig: “An hini a zo oh adaoza yod e-neus an tamm kentañ evid e lod.” A-wechou eo diaez din bale war va imor o kleved an troiou lavar koz bet deuet beteg ennom. Lod anezo a zo mad evid an amzer a-vremañ hag an amzer wechall. Med evid ar pez ouz an amzer da zond ne lavarin ket kement-se.

Fañch : Sell’ta Yfig! Pa vez greet ano euz ar bleiz e vez gwelet e lost eus a-bell pe a-dost!

Yfig : Rêzon’ peus. Paotr an ti all a zo o lakad tro e klefusker e oto. E vugale a zo gantañ. Sell’ta.! Emaint o saludi seven ahanom e-giz paotred fur!
Ar vugale: Mad an traou ganeoh tudou? E peleh emañ an hent a gas d’ar skol Diwan mar-plij!

Fañch hag Yfig asamblez : Er penn all d’ar bourh emañ. Aez eo da gavoud gand ar skritell a zo peget outi. Ha ni a gave deom ne oa ket an dud-se diwar chas ar vro! Amzer vrao a zo warnom hirio. Ne gav ket deoh tudou.
Revenir en haut Aller en bas
Invité
Invité



MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   Mar 24 Juil - 13:46

Yo,
Et le fameux "kaoc'h ki!" = crotte de chien

=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=-=
Oui, bien sûr, mais il me semble avoir dit que nous resterions, autant que faire se pourrait, dans des expressions hors dictionnaires ou connus de tous du genre: "Kaoc'h ki du kachet gant ur c'hi gwenn "
qui est un juron bien senti......

L'expression Kaoc'h-jki est valable pour bien des animaux: Kaoc'h kezeg : Crottin de cheval.....
Mont da gaoc'h-kezegañ (orth non assurée): aller chercher du crottin de cheval....
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR   

Revenir en haut Aller en bas
 
VOCABULAIRE ET TROIOU LAVAR
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» Vocabulaire utilisé sur ce forum
» Le vocabulaire de la viande
» vocabulaire à l'attelage
» Le vocabulaire du border
» S.O.S Vocabulaire

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Bretagne Passion le forum 100% Breizh :: Général :: Linguistique / En Breton et Gallo-
Sauter vers: